WAR SAV !

Kerzhet hon eus e-pad, devezioù ha devezioù
A-dreuz ar c'hleuzioù a-dreuz ar pradoù
D'ar sav-heol e spurmantomp moged ha ludu
Met ne ra forzh ni a chomo war an hent.

War sav ! Paotred kalet
War sav ! Merc'hed kalonek


Dindan bannieloù o nijal gant an avel
Yaouankiz ar vro a oa o tañsal hag o choual
Tro war dro d'an tan o doa disec'het o daeroù
Da darzh an deiz e welint an trec'h !

War sav ! Paotred kalet
War sav ! Merc'hed kalonek

Glizh ar mintin war pallennoù raden er c'hoadoù
Meur a vignon a grene gant ar riv
Ouzh an heol e troint o dremmoù
C'hwi a oar mat, ni a zalc'ho atav !

 

DEBOUT !

Nous avons marché des jours et des jours.
A travers fossés, à travers champs.
A l'Est nous apercevons de la fumée et des cendres.
Mais peu importe nous resterons sur le chemin.

Debout ! Garçons durs !
Debout ! Filles courageuses !

Sous les drapeaux volant au vent.
La jeunesse du pays dansait et criait.
Autour du feu ils avaient séché leurs larmes.
A l'aurore ils verront la victoire.

Debout ! Garçons durs !
Debout ! Filles courageuses !

La rosée du matin sur des couches de fougère en forêt.
Plus d'un ami tremblait de froid.
Ils tourneront leur visage au soleil.
Vous savez bien, toujours, nous tiendrons !